MENEZ ARE

Aerouanted o tihun en nevez amzer

Un dra zo ha ne vank ket ba Boneur : ar grouidigezh ! Abaoe bloavezhioù, arzourien ha kevredigezhioù eno a gas pelloc’h bepred harz bed an ijin. Saloñs al levrioù Kontadennoù ha mojennoù, a zo bet disul paseet, a zo ur skouer vad eus kement-mañ.

Bep bloaz e vez eus an abadenn-veur,-mañ. Mez a-hed ar bloaz ivez e vez degemeret bar geriadennn vihan a-bep-seurt tud, bugale dreist oll, evit c’hoari, c’houarzin hag huñvreal gant endro dreistordinal ar Menez.

Abadennoù nevez ’zo bet savet en nevez amzer 2017 gant skipailh ADDES. En o zouez, ur valeadenn nevez, anvet « Huñvre a aerouant », hag ur mac’had birvidig evit Gouel Breizh.

Abaoe 1.000 vloaz

Ar valeadenn diwar-benn an aerouant a zo heñchet gant Youenn Daniel ha Philippe Moreau. Kinniget eo bet ur wech dija e-pad vakañsoù Pask. Ur c’hoari dudius eo ez eo, war glask istor un aerouant kousket abaoe muioc’h ’vit 1.000 vloaz dindan Menez Are. Klevet e vije anezhañ, pa vez kousket, o kaozeal eus teñsorioù kuz ...

Baleerien Fask a zo bet plijet gant kement-mañ. Kiniget ’vo c’hoazh 6 gwech ar bloaz-mañ war riboulioù el laneier hag e koadoù Boneur. E-touez ar c’hant bennag a zo deuet dija, bugale ’zo a zo sur (ha n’eo ket mareteze) da anavezout skant o kein e-barzh kriblenn ar Menez, ha bezañ bet dirag roudoù o paoioù e-kichen gwez diskaret gant Zeus ar gorventenn.

Menez Sant Mikael

N’eo ket anavezet-tre, met Breizh eo un douar a aerouant ivez ! Klevet e vez anv, e meur a vojenn, eus tud santel ar bed Keltiek, ermit pe eskop, en defe, gant enor, drouksammet unan bennag anezho.

An hini kentañ : Arc’hael Sant Mikael, en deus lazhet meur a aerouant e meur a lec’h er c’hornog. Etre Breizh ha ’n Ormandi ez eus ur c’hastell brudet. E Menez Are ivez, ez eus Tuchenn Sant Mikael, war zouaroù parrez Sant Riwall. Eno ’vez ur sellva war barrez Boneur, lenn Brennilis ha taouarc’heg ar Yeun Elez.

E lec’h all e Breizh, ez eus kaoz eus aerouanted ivez. Sant Gildas en deus chadennet un aerouant oc’h en em gaout e gour-enezenn Ruys. Sant Efflam ’neus drouksammet unan, ha daou all ’zo bet marvet gant an naon er Faou ’blam da Sant Paol-Orelien. Un euzhvil, 9 benn anezhañ, ’zo bet gwelet en ur c’hougon e Guedel. Hag, evel-just, anv ’zo bet eus 7 naer bet beuzet gant Sant Tugdual e Treger, Kastell Paol hag enez Vazh.

Al loened-fall-mañ a zo bet ijinet, sur-a-wac’h, diwar reoù gwir evel al loened-stlej-bras, disparised pell ’zo. Gwelet e vez delvenn-mañ-delvenn anezho e meur a vaner pe chapel. Bras spontus eo. Lies-pennek, paoioù a-leiz, eskell logod-dall, kerniel, skilfoù ...

Arouez ar peder elfenn gantañ : dour, douar, aer ha tan. Gant e skant e c’hell neuial, bevañ ’ra dindan an douar, gouest eo da nijal, ha stufal ’ra tan ! Bras spontus eo eñ.

Mojen ar Roue Arzhur

Er vojenn-se, an aerouant a zo enebour-veur ar c’havalierien. Arzhur a zo brudet evit ober dezho brezel. An aros a c’hell bezañ lazher-aerouant anezhañ el lenegezh (dre skrid koulz ha dre gomz). Bro Gembre a zo un aerouant ruz war e vaniel ha Bro Dreger ivez. Skeud al loen-fall-mañ a zo chomet e spered an dud e Breizh.