Kevredigezh ADDES

D’ar meurzh 6 a viz kerzu e Boneur eo bet sinet ar garta « Ya d’ar Brezhoneg » gant Lena LOUARN, Bezprezidantez Kuzul-Rannvro Breizh, Prezidantez Ofis Publik ar brezhoneg, ha Solenne COLLIN, Renerez ADDES, dirak dilennidi Kreizh Breizh, keñvererien ha tud a youl vad ar gevredigezh.

Lakat a ra ar sinadur-mañ war wel en un doare ofisial al labour graet gant ar gevredigezh hag a zo e-giz-se kourajet evit implij ar yezh.

ADDES a ra dija gant ar brezhoneg e-pad an animasionoù evit an holl (baleadegoù, sonadegoù, beilhadegoù), an abadennoù evit ar skolioù divyezheg (pourmenadennoù, kanaouennoù, kontadennoù) hag ar stalioù-kanañ evit ar RAM (skoazellerezed-mamm).

.