Gant rimadelloù ha kanaouennoù
simpl da lavar ha da ganañ, e vez lakaet
ar vugale da c’hoari gant ar yezhoù.
Katell Kloareg ha Fred Boudineau
a ginnig un droiad berr e brezhoneg
evit lakaat ar vugale da zizoloiñ kanaouennoù hengounel hag ur bed leun a loened ha laboused.
E Boneur. Rummadoù a 30 skoliad d’ar muiañ. Paderezh : 2 eurvezh. Priz : 450 €. Ma vez amzer fall e vo kinniget an abadenn e goudor.