Producteurs de Boneur

D’ar gwener 19 a viz mae, ’vo ur marc’had e parez Boneur, tal kichen ar c’hamping. Artisanted ha paysanted ’vo gant a-bep seurt meuz lipous da zrebiñ, plantennoù, louzaouennoù, ha pezhioù traoù vrav. Arzourien ivez : kontadennoù, sonerezh ha kan.

Etre 17eur30 ha 19eur, Fred ha Kat a ginigo ur sonadeg evit ar vugale e brezhoneg, galleg, saozneg pe gembraeg. Ul laz-kanañ evit ar vugale ’zo bet krouet nevez ’zo ba Kommana. Dont a raio da ganañ er gouel-mañ. Leurenn digor ’vo ivez evit ar re vihan. Un droiad nevez a vo kinniget d’ar valeerien er bourg.

Etre 19eur ha 21eur, e c’hello an dud pakañ bane o selaou Tyto Alba (kanaouennoù e brezhoneg) ha DJ Ardoises (un abadenn kontadennoù, rock’n’roll, ha mecanik-musik war mein glaz).

Da 21eur e krogo El maout da yaourtiñ gant beat box, kan ha trouzioùigoù a-bep seurt da grouiñ un ergelc’h ispisial da glevet. Goude-se ’vo strolladoù all eus ar vro.

Boued hag evaj ’vo kinniget d’ar pratikoù.